Warren Barguil

W. Barguil, Tro Ain 2011

Warren Barguil zo ur marc'hhouarner breizhat ganet d'an 28 a viz Here 1991 en Henbont (Bro-Wened). Krog eo gant ar belo dre ar bicross, e 1998, a-raok mont da redek war an hentoù 6 bloaz war-lerc'h gant kleub Lannarstêr. Hep dale e reas berzh hag adalek 2009 e voe dibabet ingal gant skipailh Bro-C'hall, hini an diwanidi da gentañ ha hini ar yaouankidi da c'houde. E 2012 ez eas gantañ maout Tour de l'Avenir. Meur a skipailh a glaskas neuze tuta anezhañ. En diwezh e choazas Barguil mont da gourser gant Argos - Shimano. Gant ar skipailh izelvroiat e kemeras perzh en un dro veur evit ar wech kentañ: Tro Spagn 2013. Daou dennad a c'hounezas eno, evel Bernard Hinault e 1983. Goude bloaz e achuas ar redadeg spagnol en 8vet renk, peadra da gaout fiziañs en e varregezhioù e-keñver ar redadegoù a-dennadoù.

E 2015 e kemer perzh Warren Barguil e Tro Frañs evit ar wech kentañ. Etre Gwened ha Pluveleg e wiskas ar roched wenn, hini ar gwellañ reder yaouank, e-pad un tennad a-benn d'an eur dre skipailh. "Un deiz ha ne vo disoñjet ganin biken", eme Varguil, goude bezañ suportet gant Bretoned dirollet eus ur penn d'an tennad d'egile.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy